Mazzy Star

Mazzy Star a oa ur strollad pop savet e 1989, da heul ur strollad aet da netra : Opal. Savet e oa bet ar strollad àr-dro David Roback (a oa bet e Rain Parade) ha Kendra Smith (kent e Dream Syndicate). Get Hope Sandoval e voe erlerc'hiet Kendra Smith nebeudig goude. Brudet eo bet ar strollad get ar ganaouenn-mañ : "Fade Into You". Izili diazez ar strollad e oa Roback ha Hope Sandoval, gi ar re a aoze ar sonennoù. Skrivet e veze pozioù ar sonennoù get Sandoval ar c'haner pa veze aozet ar sonerezh get Roback dre vras.

N'eus ket bet kemennadenn ofisiel ne vehe ket mui ag ar strollad-mañ, lakaomp emañ é vorediñ bremañ... Savet eo bet ar strollad Hope Sandoval & the Warm Inventions get Hope just-aset, hag enrollet he deus traoù get Bert Jansch ha The Jesus and Mary Chain.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search